— <b>Arguzennoù da implijout pa vez loc'het an aplikadenn adalek al linenn arc'had</b>

<big>P</big>a vez loc'het gant an arguzenn <tt>-v</tt> pe <tt>--version</tt>, handelv red Kickshaw a vez diskouezet. An arguzennoù <tt>-h</tt> ha <tt>--help</tt> a dalvez da ziskouez un deskrivadur eus an doare da haeziñ ar prenestr titouroù-mañ, heuliet gant ur roll eus an arguzennoù degemeret.
Kickshaw a c'hall bezañ loc'het ivez gant un hent fichenn d'ur meuziad evel un arguzenn. Evel un efed a-gostez, posupl eo digeriñ fichennoù meuziad gant Kickshaw en ur implijout ar meuziad konteksel er meraerioù fichenn.

— <b>Fichennoù krouet gant Kickshaw</b>

<b>Padus</b>

Kickshaw a grou e fichenn arventennoù dezhañ e-unan gant an anv <tt>.kickshawrc</tt>, a vez lec'hiet e-barzh doser degemer an implijer.

<b>Dambad</b>

Evit pep aozadenn graet, ur fichenn tes dizober a vez krouet e-barzh <tt>/tmp/kickshaw.XXXXXX</tt> (an X-où a zo dalc'herioù evit arouezioù ha niverennoù dre zegouezh). Ma vez arsavet ar program ent dic'hortoz, an doser a chomo, met ne dlefe ket bezañ un tamm preder rak ne endalc'h nemet fichennoù bihan ha peurliesañ e vo dilamet ent aotomatek d'an diwezhañ e-pad an adloc'hañ da zont.

Kickshaw a grou ivez ur fichenn saveteiñ aotomatek e-barzh an doser degemer gant an anv <tt>.kickshaw_autosave</tt>. Nevesaet e vez goude pep aozadenn ha dilamet pa vez serret ar program. Ma vije bet arsavet Kickshaw ent direizh, d'al loc'hadur da zont eus ar program e vo goulennet digant an implijer hag-eñ a fell dezhañ assevel ar meuziad adalek ar saveteiñ aotomatek pe lakaat dilemel ar fichenn saveteiñ aotomatek.
